Je n'ai qu'une chose à te dire…


« | Accueil | »

… hag ur wech e oa memestra.

[Dans un souci d’authenticité, je ne traduirai pas cette page. Infos ici]

Evit ar c’hentelioù, hag evit urzhiañ ma buhez dre vras, am eus un deiziataer. Ouzhpenn-se, abaoe penn kentañ ar bloaz am eus un deiziataer vrezhonek, an deiziataer vrezhonek, embannet gant Skol an Emsav. Em buhez pemdeziek ivez, ez implijan alies a-walc’h al lec’hienn « facebook », hag a zo o vezañ troet a youl vat e brezhoneg abaoe ur c’houblad bloavezhioù dija.
Neuze, em buhez pemdeziek e welan ma yezh un tammig. Ober a reer a-wechoù evezhiadennoù diwar-benn ma skramm « peseurt yezh eo se ? », hag e tisplegan eo brezhoneg. Alies ne dalv ket ar boan displegañ, just lavarout ez eo brezhoneg a zo trawalc’h evit an dud, re a geleier war ar memes tro dija. A-wechoù displegañ hepken ez eo ar brezhoneg ur yezh, ket ur rannyezh o tont eus ar galleg hag a vefe komzet hepken gant tud hep deskadurez.
An abardeiz mañ padal, eo bet souezhet ma amezegez klas gant an deiziataer hag a zo ganin. Petra eo brezhoneg, eus pelec’h emañ o tont ? Dibenn ar gentel e oa, ha komzet hon eus un tamm gant ar c’helenner alamaneg. Krediñ a rae-eñ ne oa ket ar brezhoneg ur yezh indezeuropeek zoken ! Gweloc’h eget un « dialekt », atav.
Ha me da gomz diwar benn an nebeut traoù a ouzan diwar fiñvoù pobloù indezeuropeg, ar yezhoù hag a denn d’ar brezhoneg, ar fed ma vefe ur yezh o « genel en-dro » (komzet gant hor mammoù ha tadoù kozh, ket gant ar gerent, met ganeomp ha ‘michañs gant hor bugale – ma vez bugale).

PhilippeManguin-AbbayePaimpont(Orin)

Laouen on o lavarout ez on divyezhzek, lavarout am eus tremenet ar breved e brezhoneg hag ez eo bet ar bak ar wech kentañ din da skrivañ matematikoù e galleg. Loc’h ennon pa gomzan eus Diwan, eus ar chañs am eus bet da vrasaat gant un endro digor war ar bed – digoroc’h eget meur a skolioù/skolajoù/liseoù da nebeutañ, da geñver an dud heñvelreizh da skouer, da geñver an darempredoù gant ar gelennerien, da geñver ar stourmoù dre vras.


…Padal. Padal ne chomer ket divyezhek en un doare peurbadus. Leun a fazioù e tle bezañ an destenn mañ da skouer. Abaoe ouzhpenn 3 bloavezh ne vez ket mui a vrezhoneg er skol, abaoe ouzhpenn ur bloavezh ne vez ket mui brezhoneg komzet er gêr. An dra mañ am eus kontet dija amañ. Diaes eo c’hoazh. Alies e fell din « distreiñ d’ar gêr », met n’am eu « kêr » ebet. Zoken « ti ma gerent » n’eus ket mui anezhi – pe dost. Kollet on. « Er gêr » a zo ma yezh.
« Er gêr » a zo loc’h ennon pa tisplegan d’an dud petra eo brezhoneg. « Er gêr » a zo pa lavaran « trugarez » d’am mignoned nevez, ha ne c’hellont ket kompren. « Er gêr » a zo an hini a garan, ma stourm da glask deskiñ brezhoneg dezhañ.

 

Aon am eus da zistreiñ re ziwezhat, da vezañ bet kollet ar pezh a ra ac’hanon.

Mignoned kozh, n’am eus ket c’hoant da goll ac’hanoc’h, gouzout a ran ne c’hellomp ket en em goll forzh penaos, met lavarout a ran deoc’h : n’eo ket peogwir ez on e lec’h all (e bro C’hall, haha), n’eo ket peogwir ne gomzan ket mui, am eus disoñjet ac’hanoc’h. Un deiz e tistroin « d’ar gêr », ne vern pelec’h, hag e vezit ma « kêr » din-me ivez. 

 


  1. Patate écrit:

    Brav. C’hoant em efe lavarout ur bern traoù, met ouian ket petra ouzhpennañ, en em adkavout a ran er pezh a lavarez. Al lodenn war ar fazioù en ur yezh ha na implijan ket mui bemdez a zo re gwir, siwazh…
    Kalon hag ur bern pokoù, pouezhus eo gouzout eus pelec’h e teuomp evit kompren da belec’h ez eomp ! :D
    (Ha michañs en em wellimp a-benn nebeut :3)

    Citer | Posté 2 mars 2017, 2 mars 2017 à 19 h 13 min

    Répondre

    • Grou' écrit:

      Trugarez :) Yep, pres ‘zo warnon !

      Citer | Posté 2 mars 2017, 2 mars 2017 à 22 h 18 min

Laisser un commentaire

L'EPS au lycée français de ... |
hoyosxavier |
profdoc |
Unblog.fr | Créer un blog | Annuaire | Signaler un abus | MA LIVE
| BLEACH vs DBZ vs ONE PIECE
| ASIA SUKIDA