Je n'ai qu'une chose à te dire…


  • Accueil
  • > Archives pour février 2015

Frankiz

Ne skrivan ket hoc’h anv war ‘ voger
Re vras aon ‘m eus d’ho prennañ en trap
Ur wechig all c’hoazh,  ma frankiz din-me,
Evit deoc’h mervel dre bep lizherenn
Evel ma rit pa stag an heol kozh
Da ziskouez penn-da-benn da relegenn
War dalbenn-meur ar briz-savadurioù
E-lec’h m’emañ o tisec’hañ Treinded
Touellwelioù ar Bed.
 
Mil ha mil gwech diboell neb a c’houlenn
E frankiz o kornañ da bep korn
He goulenn groñs evit e wir touet
Ha eñ o vezañ tad ha mamm dezhi
Ha padal e tiwan-hi ‘ e greiz
Hep gallout da zen d’he skarzhañ kuit
Ma ne denn ket eñ er-maez he gwrizioù,
Disakr ma ‘z eo.
 
Gant ur c’haer a vilienn-draez
Dre zegouezh erru a-dreuz ar c’hantvedoù,
Kalet ha flour e-giz ar feiz
E-unan-penn e-touez milieroù
Gant ur c’haer a vilienn-draez
E doare-tre da dreiñ da labous
Me skriv hoc’h anv dre nij er c’hoummoù
Ha dao war a lerc’h d’en em veuziñ ennañ
Kerkent ma stag d’en em zispenn dre m’en em ra,
Frank ha ma ‘z eo da nompas bezañ,
Ken frank ha me da vont dioutañ.
 
 
Eus peseurt anv ez eus keal ?

Per Jakez Helias — 1972

Adskivañ a ran ar barzhoneg-mañ aze, rak ne c’heller ket he kavout war ar rouedad. C’hoant am eus bet ar sizhun dremenet da lenn anezhi, kavet am boa an droidigezh c’halleg hepken.

Samaniego#

Pour ceux qui ne comprendraient rien mais qui sont arrivés jusqu’ici, il y a la version française en bonus.

lire la suite »


L'EPS au lycée français de ... |
hoyosxavier |
profdoc |
Unblog.fr | Créer un blog | Annuaire | Signaler un abus | MA LIVE
| BLEACH vs DBZ vs ONE PIECE
| ASIA SUKIDA